Ar

Eus Wikipedia

An ar (aroueziet gant a) zo un unanenn c'horread. Kevatal eo an ar gant 100 metr karrez, eleze gorread ur c'harrez 10 metr e gostez. E-maez sistem etrebroadel an unanennoù (SI) emañ an ar ; ar metr karrez (m²) eo unanenn SI evit muzuliañ ar gorreadoù ; kevatal eo an ar gant un dekametr karrez (SI).

Ne vez ket implijet kalz an ar hag e ranngementoù (ar santiar peurgetket, 1 ca = 0,01 a = 1 m²) e-maez an aktaoù noterel. An hektar eo al lieskement nemetañ a vez implijet er vuhez pemdez (1 ha = 100 a = 10 000 m²).