Apollodoros Ac'harnai

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

(Adkaset eus Apollodoros Acharnae)
Mont da : merdeiñ, klask

Apollodoros Ac'harnai (eus Ἀπολλόδωρος, Apollodōros, hag Αχαρναἰ Acharnai e gregach ) a oa genidik eus Ac'harnai en Attika. Ganet e oa bet e 394 kent J.-K.. Anavezet eo a-drugarez da brezegennoù savet gant Demosthenes evit al lezioù-barn.


Pevar bloaz warn-ugent e oa pavarvas e dad, ar banker Pasion, e 370 kent JK.[1]. Goude marv Pasion e addimezas e intañvez gant Formion, ur frankiziad da b-Pasion, hag e varvas e 360 kent J.-K.. Dont a reas Formion da vezañ kulator he mab yaouankañ, Pasikles.

E 350 kent J.-K., e prosezas Apollodoros ouzh Formion. Skrivet e oa bet ar brezegenn difenn, Evit Phormion, gant Demosthenes. D'ar mare-se, Apollodoros a oa arc'hon eponymos en Aten.[2] Redek a reas ar vrud e oa bet roet ar brezegenn-se da lenn da Apollodoros kent ar prosez.[3]. Apollodoros a brosezas ouzh an testoù o doa roet harp da Formion da-c'houde. Demosthenes a skrivas evit Apollodoros an div brezegenn anvet Diwar-benn ar gurunenn.

Kalz prosezioù en doa Apollodoros, ha Demosthenes a skrivas ar prezegennoù evitañ evit ar braz anezhe. An diwezhañ anezhe, a-enep Neaira, ur serc'h, a c'hallfe bezañ bet skrivet e 340 kent J.-K..

Pinvidik-kenañ e oa Apollodoros ha kaset en doa da benn liturgiezh an drierarkiezh dre ziv wezh, d'ur mare ma oa divoas d'un den e-unan kemer ar garg-se abalamour d'an dispign bras-kenañ a veze evitañ da-heul.[4]

[kemmañ] notennoù

  1. Demosthenes Evit Formion.
  2. Diodoros Sikilia 16.46.
  3. Aiskines, Diwar-benn an dileuriadenn 165; Plutarkos Demosthenes 15.
  4. Demosthenes A-enep Polikles, A-enep Nikostratos.
E yezhoù all