Apoherezenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen apoherezenn, apherezenn pe aferezenn (diwar ar henc'hresianeg: apo "digant", hairein "lemel; kemer"; saoz: aphesis pe aphaeresis ) evit komz eus ar fed ma vez skarzhet ur sonenn diwar deroù ur ger, dreist-holl ur vogalenn hep taol-mouezh warni.

Degouezhout a ra an apoherezenn a-hed istor ur yezh tra m'ac'h ac'h oc'h en em diorren a-hed ar wezh, da skouer:

Apoherezenn gensonennel
Saozneg:
[k]nife ("kontell"), distaget ['naɪf]
Finneg:
ranta ("aod") diwar an alamaneg [St]rand
Apoherezenn vogalennek
galizeg: bispo ("eskob") diwar al latin [e]biscopu
saozneg: vanish ("mont diwar wel") diwar ar henc'hallegevaniss-

Implijet e vez alies an apoherezenn evit sevel barzhonegoù ha kavet e vez stank ivez e rannyezhoù ha pa gomz an dud buan pe buanoc'h hep soñjal re e live ar yezh implijet gante, da skouer e spagnoleg ' e-lec'h está ("eo/emañ").


Gwelit ivez:[kemmañ]