Apennins
Eus Wikipedia
An Apennins a oa un departamant gall e gwalarn Italia, da vare an diktatour Napoléon Bonaparte. Chiavari e oa ar pennlec'h.
Gwelit ar gartenn amañ: Listenn departamantoù gall Italia
Taolenn |
Anv [kemmañ]
Dont a ra an anv eus ar menezioù Apenninoù, a zo Apennins e galleg.
Istor [kemmañ]
Savet e oa bet e 1805 pa voe staget Republik Genova, anvet neuze Republik Ligurian, ouzh Bro-C'hall.
E 1812 e oa rannet e 3 arondisamant:
- Chiavari, gant kantonioù: Chiavari, Borzonasca, Lavagna, Moconesi, Rapallo, Santo Stefano d'Aveto, Sestri Levante e Varese Ligure.
- Pontremoli, gant kantonioù: Pontremoli, Bagnone, Berceto, Borgo Val di Taro, Compiano, Filattiera, Groppoli e Terrarossa.
- Sarzana, gant kantonioù: Sarzana, Albiano, Calice al Cornoviglio, Fivizzano, Sesta Godano, La Spezia, Lerici, Levanto e Vezzano Ligure.
Diskar [kemmañ]
Diskaret e voe evel an departamantoù gall all war-lerc'h faezhidigezh Napoléon Bonaparte e 1814.
Klasket e voe adsevel ar Republik Ligurian, met e Kendalc'h Vienna e voe roet douaroù Republik Genova da Rouantelezh Sardinia.
Hiziv [kemmañ]
Emañ an douaroù-se e proviñsoù Genova, La Spezia, Massa Carrara e Parma.