Aozadur evit Adsevel Strollad Komunour Gres

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arouezenn ar Strollad

An Aozadur evit Adsevel Strollad Komunour Gres (e gresianeg: Οργάνωση για την Ανασυγκρότηση του Κομουνιστικού Κόμματος Ελλάδας: OAKKE) a 'zo anv ur strollad komunour bihan oberiant e Gres bet krouet e 1985 da heul meur a disrann e diabarzh al luskad maoour e Gres.

Sevel a reas krenn a-enep da bolitikerezh an Unvaniezh Soviedel diazezet war an adwelouriezh hag ivez hiziv a-enep da bolitikerezh Rusia. Diouzh an tu all, e sav a-du gant an industrializadur rak hervezañ ec'h eo ret an industrializadur evit gallout diorren diwarnañ ar proletariad ha diwarnañ d'e dro e c'hello bezañ kaset war-raok an dispac'h sokialour.[1]

Hervez Aozadur evit Adsevel Strollad Komunour Gres (AASKG) e laboure an Unvaniezh Soviedel evit kas d'an traoñ al luskad kleizour gwirion dre ar bed-holl evit gallout staliañ eno ur renad hollvedel diazezt war an impalaeriezh rusek dres evel ma klaske ober Hitler araoze.[1] [2].

Sevel a ra a-du AASKG gant dieubidigezh Tchetchnia e-keñver Kevread Rusia

Disoc'hoù er mouezhiadegoù[kemmañ]

Abaoe 1985 en deus kemeret perzh er mouezhiadegoù, koulz en dilennadegoù evit Parlamant Gres hag evit re Parlamant Europa evit stourm, hervezañ, a-enep d'al "redenn ruz-gell" a sav a-du gant impalaeriezh Rusia.

Disoc'hoù abaoe 1993
Bloavezh Dilennadeg Mouezhioù % Dileuriaded
1993
Parlamant Gres
709
0,01
-
1994
Parlamant Europa
5.956
0,09
-
1996
Parlamant Gres
3.4851
0,05
-
1999
Parlamant Europa
4.600
0,07
-
2000
Parlamant Gres
1.126
0,02
-
2004
Parlamant Gres
2.099
0,03
-
2004
Parlamant Europa
5.090
0,08
-
2007
Parlamant Gres
2.504
0,03
-

1 a-gevret gant strollad Makedoniz-Slaved Gres Vinojito.

Daveoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 url=http://www.oakke.gr/na403/20_oakke.htm%7Ctitle="Για τα 20 χρόνια από την ίδρυση της ΟΑΚΚΕ"|publisher=New East, issue 403, July 2005|accessdate=2007-10-03 (Gresianeg)
  2. url=http://www.oakke.gr/english1.htm%7Ctitle=Message of OAKKE to English readers of its site|publisher=OAKKE, Official site|accessdate=2007-10-03


Liammoù diavaez[kemmañ]