Aozadur Marksourion-Leninourion Gres

Eus Wikipedia

Diwallit: Disheñvel eo ar Strollad-mañ diouzh Aozadur Komunourion Marksour-Leninour Gres

Aozadur Marksourion-Leninourion Gres (AMLG), (e gresianeg: Οργάνωση Μαρξιστών Λενινιστών Ελλάδας: ΟΜΛΕ) a oa anv ar strollad komunour maoour kentañ bet savet e Gres.

Krouet e oa bet e 1964 p'en em disrannas un toullad izili eus Strollad Komunour Gres o sevel a-enep da adwelouriezh an Unaniezh Soviedel da heul marv Stalin.

Embannet e veze gant ar Strollad ar gelaouenn Αναγέννηση ("Adc'hanidigezh").

Da heul marv Mao Zedong e 1976 ec'h en disrannas AMLG e div lodenn bennañ: Strollad Komunour Gres (marksour-leninour) ha Strollad Komunour Marksour-Leninour Gres, o sevel a-du ar Strollad diwezhañ-se gant Tezenn an Tri Bed.