Aozadur Dispac’hel 17 a viz Du

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Aozadur Dispac’hel 17 a viz Du (e gresianeg Επαναστατική Οργάνωση 17 Νοέμβρη) a oa anezhañ ur strollad marksour a gasas da benn taolioù feuls e Gres. Gant gouarnamant ar Stadoù Unanet eo bet lakaet war o renabl sponterion.

17N.gif

Anv ar strollad a glot gant an deiziad ma savas studerion Skol-Veur Boliteknikel Aten a-enep d’ar renad milourel pa voe lazhet daou studier. Soutenet e veze ar renad milourel gant ar Stadoù Unanet evit mirout d’ar gomunourion hag abalamour da se eo bet interesoù ar Stadoù Unanet palioù pennañ ar strollad

Ar strollad, anavezet ivez evel ‘’N17’’ diwar e anv e gresianeg, a zo kiriek da vezañ kaset da benn taolioù feuster abaoe 1975. Betek 2002 avat ne oa bet na dizoloet na harzet ezel ebet eus ar strollad. An taol kentañ a deuas e miz Kerzu 1975 pa voe lazhet gant ar strollad penn ar CIA e Aten. Er penn kentañ e veze lakaet gante da bal kargidi amarikan pe gresian, war war ledanaat a ae o falioù, o kas da benn taolioù a-enep da Unvaniezh Europa er bloavezhioù 80 e 90.

Fellout a rae d’ar strollad skarzhañ arme ar Stadoù Unanet diouzh ar vro, lakaat fin da aloubidigezh milourel Kiprenez gant Turkia hag ivez troc’hañ al liammoù etre Gres hag Unvaniezh Europa hag ar Broadoù Unanet.

E 2000 e voe lazhet gant ar strollad un den a laboure evit Ministrerezh Difenn ar Rouantelezh Unanet, Stephen Saunders e anv.

E 2002 e teuas a-benn ar polis da dapout Savvas Xiros. Dre c’houlennata anezhañ e oa bet tu da dizoloiñ da di implijet evit kuzhet izili ar strollad hag ivez c’hwec’h den all sañset da vezañ izili an Aozadur. Un den 58 vloaz, Alexandros Giotopoulos, a voe anvet evel penn ar strollad hag harzet e voe war enezenn Lipsi. Nebeut amzer war-lerc’h e voe anvet Dimitris Koufodinas evel penn oberiadennoù ar strollad hag en em rentañ a reas. En holl e voe tamallet 19 den da vezañ kiriek da 2,500 torfed bet kaset da benn e anv an Aozadur Dispac’hel 17 a viz Du.

Kregiñ a reas proses an damallidi e Aten d’an 3 a viz Meurzh 2003. D’an 8 a viz Kerzu e oa bet kavet kablus 15 den dioute, en o zouez Giotopoulos ha Koufodinas. Didamallet e oa bet pevar den all dre diouer a brouennoù. Bac’het e oa bet Giotopoulous betek fin e vuhez 21 ha Koufodinas 13 gwech..

Gant alvokaded an damallidi hag ivez gant ur re stolladoù evit difenn gwirioù mab-denn e voe pouezet war ar fed ma oa bet kaset da benn ar proses un un doare direizh-kenañ en ul lêz-varn ispisial, serr he dorojoù ha difennet ma vefe enrollet ha skignet gant ar skinwel. Meur a hini e-touez an damallidi, en o zouez Alexandros Giotopoulos, a nac’has betek penn bezañ kemeret perzh en taolioù. Hervez Giotopoulos e oa anezhañ gouzañver un taol politikel evit diskwel e oa bet tapet penn ar strollad. Dimitris Koufondinas duiouzh e du, avat, a anzavas e oa kirikiek ez-politikel da holl oberiadennoù ar strollad. Gantañ e voe deskrivet un aozadur e-lec’h ma veze kemeret an divizoù dre daputal etreze an izili kentoc’h evit dre urzhioù ur rener bennaket.

D’ar 17 a viz Gwengolo 2004 e voe kroget ur stourmad gant ar vac’hidi o nac’hañ debriñ a-benn lakaet da c’hoût pegen kriz eo o buhez en toull, didroc’het diouzh ar brizonidi all.

Liammoù diavaez:[kemmañ]