Aozadur Bedel ar Yec'hed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Baniel Aozadur Bedel ar Yec'hed

Aozadur Bedel ar Yec'hed eo anv ar rann eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) a ra war-dro ar yec'hed er bed. E Bro-Suis emañ ar sez anezhañ. Stag eo ouzh Kuzul ekonomikel ha sokial ar Broadoù-Unanet.

Pal ABY eo kas holl bobloù ar bed betek al live-yec'hed uhelañ. Ar yec'hed a zo termenet ganto evel ur "stad hollek a gempouez-buhez, speredel ha sokial ha neket hepken chom hep kaout kleñvedoù ha bezañ nammet". (« état de complet bien-être physique, mental et social et ne consistant pas seulement en une absence de maladie ou d'infirmité »)

Dilennet eo bet Margaret Chan da renerez veur an aozadur e 2006.

Sez Aozadur Bedel ar Yec'hed e Geneva