Aontroim

Eus Wikipedia
Antrim : iliz an Holl Sent hag ar stêr Six Mile Water.

Antroim (Antrim e saozneg) zo ur gêr e reter Hanternoz Iwerzhon. Kêr-benn kontelezh Aontroim eo, ha kêr vrasañ ar gontelezh-se. Emañ war lez stêr Abhainn na bhFiodh (Six Mile Water), war-dro 2 km diouzh Loch nEathach ha war-hed 35 km er gwalarn da gêr Béal Feirste (Belfast). E 2001 e oa annezet gant 20 000 a dud.