Kaoc'h
Ar c'haoc'h (pe mon, pe fank) eo an anv boas a reer eus an danvez a vez skarzhet eus korf an dud pe al loened, pa vezont o kac'hat, goude ma vez diskennet, pe treizhet, o boued gante. Kemm a ra arvez ar c'haoc'h hervez yec'hed korf an dud pe al loened hag o magadurezh, ha gallout a ra bezañ kalet a-walc'h pe dourek.
Taolenn |
[kemmañ] Fank an dud
An hini a gac'h a zo yac'h, a lavar furnez ar bobl. Ar fank hag o evezherezh zo unan eus ahelioù eus yec'hedoniezh ar boued met ivez eus ar yec'hedoniezh dre vras.
[kemmañ] Aozadur ar fank reizh
Ar fank (etre 150 ha 200 g bemdez) zo dilerc'hiad ar boued koazhet, ur wezh tremenet e benvegad ar c'hoazhadur.
Cheñch a ra aozadur ar fank hervez ar boue a vez debret[1]. Er fank reizh ez eus etre 75 ha 85 % dour hag etre 18 ha 22 % danvez sec'h.
E-mesk an danvezioù sec'h-se ez eus :
- etre 85 ha 90 % elfennoù organek (neudennoù kelluloz a ya d'ober ar pep brasañ eus ar plant hag eus neudennoù ar c'higennoù n'haller ket koazhañ),
- 5 à 7 % azot
- 3 à 5 % fosfor (P2O5)
- 1 à 2,5 % potasiom (K2O).
- hadennoù saprofek (dizañjer evit ar yec'hed) a gaver er bouzelloù.
Krouet e vez albumin gant ar bouzelloù, met koazhet e vez ha ne vez ket adkavet er fank. Kavout a reer avat un nebeud enzimoù oberiant c'hoazh, evel ar c'himotripsin ha kalz bakteri.
Dont a ra e liv gell eus enlivadoù ar vestl : stercobilin hag urobilin.
E fank un den yac'h e kaver nebeut a lipidoù met kalz neudennoù ha druzoni n'hallont ket bezañ koazhet.
[kemmañ] Ar fank direizh
Lavaret e vez ez eo direizh ar fank pa vez disheñvel e stumm, e liv, hag e zalc'h diouzh boaz :
- Kementad direizh (da skouer : tremen a ra e bouez dreist 200 g bemdeiz)
- Tanav eo pa vezer klañv (da skouer e-pad ur c'hastroenteritenn).
- Seblantout a ra « re zruz »
- Re stank eo (aliesoc'h evit teir gwezh pep 24 eurvezh)
- Gwad ruz zo ennañ (ret eo diwall pa zegouezh, memes pa ne vez ken met roudoù) pe gwad « koazhet » (fank tanav, damzu, flaerius). Er c'haz diwezhañ-mañ e vez ret gwelet ur mezeg buan.
- « Dilerc'hioù » zo ennañ ; n'eo ket grevus ma n'eus anezhe nemet un nebeud dilerc'hioù boued n'in ket bet koazhet.
- Loened arvevat a c'haller gwelet pe a c'haller divinout emaint ennañ da skouer pa vez un gwall zebron er fraezh. Da gustum al loen arvevat zo un tenia. Ret eo gwelet ur mezeg[2].
- Heuliet eo gant poanioù eus ar c'hof pe eus ar fraezh.
A-bouez eo nompas miret outañ e-unan a vont da zifankañ abalamour ma laka ar c'horf da galediñ.
[kemmañ] Loustoni ha flaer
Heugiñ a ra an dud peurvuiañ pa glevont pe pa welont fank. Un dra lous eo, ha gwir eo c'hallont kas kleñvedoù pa ne ziwaller ket, evel ar c'holera). Se zo kaoz e vez ret gwalc'hiñ an daouarn alies.
C'hwezh ar fank a zeu eus obererezh ar bakteri. Bleuniadur ar bouzelloù a brodu elfennoù evel an indol, ar skatol, hag an tioloù (sulfur enno), hag ar gaz sulfur hidrogen. Ar re-se eo an elfennoù a ro c'hwezh pe a laka da vrammañ. An temzoù eus ar boued, pa ne vezont ket ezmoret mat, a greñva flaer ar fank. Lavaret eo bet e c'halle c'hwezh ar fank talvezout da viret e vefe touchet gant an dud, rak gallout a ra degas kleñvedoù[3]. Evel just merzherezh an dud zo subjektivel, pe dangorel. Ul loen a c'hall debriñ fank pe bezañ sachet gantañ abalamour ma plij ar c'hwezh dezhañ. Gallet en defe ar c'hwezh ivez bezañ talvezet da verkañ tachenn un hinienn pe ur strollad tud.
[kemmañ] Implijoù ar fank
Fank al loened pe hini an dud a vez implijet alies, d'ober teil ha da demzañ an douar. Ar gwano zo fank laboused-mor hag efedus-kenañ eo da strujusaat an douar a-drugarez da live uhel ar fosfor hag an nitrogen ennañ hag abalamour ma ne flaer ket. Implijet e vez kalz ar gwano ivez da sevel poultr evit an armoù.
Fank ar saout ar bizoned hag ar c'hañvaled a dalvez da geuneud d'ober tan pa vez sec'h.[4]. E Breizh e veze lakaet kaoc'h-saout da sec'hañ d'ober tan goude el lec'hioù ma ne oa ket koad, evel en inizi pe war an aod.
Implijet e vez kaoc'h saout ivez d'ober brikez e broioù zo, da sevel lochennoù[5]. En Afrika pe en Amerika ar Su da skouer. A-hend-all e plij da dud zo aozañ kenstrivadegoù da vannañ beuzel.[6].
Graet e vez Kopi Luwak eus kafe fardet diwar kerez kafe bet debret, ezmoret ha kac'het gant ur frouezhdebrer, ar Sivet-palmez boutin Paradoxurus hermaphroditus.
E kreiz Azia e vez implijet da lenn planedenn an dud
Impljet e veze fank ar chas e broioù zo gwecchall da givijañ al ler. Mesket e veze gant dour. Enzimoù ar fank a dalveze da zistignañ framm neudennek ar c'hrec'hin a-raok diwezh ar c'hivijadur.[7]
[kemmañ] Gerioù
Ur ger dizereat eo ar ger "kaoc'h", implijet evel estlammadell dizereat: mon pe fank a reer ivez eus an danvez-se en un doare sevenoc'h, met gerioù all zo c'hoazh, resis pe resisoc'h. Meconium a vez graet eus fank ar bugel nevez-c'hanet.
[kemmañ] Anvioù all
Setu ul listennad anvioù a vez graet eus ar c'haoc'h:
- abon, pe kaoc'h-kezeg
- beuzel (ha beuzelenn)
- brenn
- fank
- foer, foerell
- kagal
- kakac'h
- kaoc'h
- kaoc'h-saout, kaoc'h kezeg, el liester
- Kaoc'h-ki, kaoc'h kazh en unander
- kaoc'h marc'h a vez lavaret er Vro-Vigoudenn, dreist-holl evel estlammadell
- mardoz
- mon
- pri, ur ger dereat, livus war un dro, nemet implijet en un doare goapaus pa gomzer eus paotred ar pri melen pe eus pichoù pri
- skid
- teil
A-hend-all e vez graet kaoc'h eus traoù ha n'int ket, evel
- kaoc'h-houarn
- kaoc'h-skouarn
A-hend-all c'hoazh e kaver ar gerioù
[kemmañ] Verboù
- kac'hat a ra tud ha loened, met gerioù all a vez lavaret ivez:
- difankañ
- mont war vaez
- mont war e gorf
- ober ur blegadenn
[kemmañ] Pennadoù kar
[kemmañ] Lennadurezh
- History of Shit, gant Dominique Laporte. ISBN 0-262-62160-6
- Fecal Matters in Early Modern Literature and Art: Studies in Scatology. J Persels, R Ganim - 2004 [1]
- Bourke, John Gregory, Scatologic Rites of all Nations, Pref. Sigmund Freud, Lowdermilk (Washington, D.C.), 1891 - Trad. it.: Escrementi e civiltà, Guaraldi, 1971 [8]
- Henderson, Jeffrey The Maculate Muse: Obscene Language in Attic Comedy 1991 Oxford University Press ISBN 0195066855
- Slater, W. J. review of The Maculate Muse: Obscene Language in Attic Comedy by Jeffrey Henderson. Phoenix, Vol. 30, No. 3 (Autumn, 1976), pp. 291-293 doi:10.2307/1087300
[kemmañ] Liammoù
- MedFriendlys artikkel om Fæces
- Film: Sacrées bouses. Skignet d'an 07/06/2008 e teir lodenn La Fabuleuse Histoire des excréments, gant ar skinwel Arte - Sacrées bouses.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ Mammenn : Rodale, Gotaas composting, meneget gant François Tanguay, e "Petit manuel d'auto-construction", p.230, editions de Mortagne.
- ↑ Koproskopienn arvevidi gant skol vroadel ar vezeien-loened
- ↑ Curtis V, Aunger R, Rabie T (May 2004). "Evidence that disgust evolved to protect from risk of disease". Proc. Biol. Sci. 271 Suppl 4: S131–3. DOI:10.1098/rsbl.2003.0144
- ↑ Dried Camel Dung as fuel.
- ↑ Your Home Technical Manual – 3.4d Construction Systems – Mud Brick (Adobe). Diellet e the original on 2007-07-06. Kavet e 2007-07-09.
- ↑ Dung Throwing contests.
- ↑ http://www.yourdiscovery.com/history/worst_jobs/victorian/index.shtml
- ↑ Nella redazione Guaraldi a Firenze si usava come titolo provvisorio scherzoso del libro l'espressione "Merda e cultura". Il traduttore, Mario Biondi

