Anv Nebti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Les deux maîtresses

An Anv Nebty (an div vestrez pe an div zoueez) zo unan eus ar pemp anv a veze implijet e titloù ar faraoned, adalek C'hefren. Emañ :

An titl Nebti, a zeu a-raok an anv e-unan, a laka ar faraon dindan gwarez an div zoueez warezus eus Henegipt, Nec'hbet, doueez-gup Egipt Uhel, ha Ouadjet, doueez-kobra Egipt Izel. Pep hini anezhe zo a-us d'ar arouez a dalvez « mestr/mestrez », alese e anv « an div vestrez » :

G16

Amenhotep III a zouge an anv Nebti « an div vestrez : Semene-hepou segereh-taouy » (a ziazez al lezennoù hag a habaska ar vro zoubl), Toutânc'hamon hini « an div vestrez : Néfer-hépou segereh-taouy sehetep-netcherou-nebou » (an hini zo disi e lezennoù, a habaska an daou zouar hag a walc'h an holl zoueed).