Antonia Visconti

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Antonia Visconti (war-dro 1364 –1405) a oa ur briñsez italian, eus Milano.

E kêr Milano e oa ganet, ha hi dekvet bugel he zud. Merc'h e oa da Bernabò Visconti, a rene e kêr Milano, ha d'e bried Beatrice Regina della Scala.

He c'hoar henañ, Taddea Visconti, a oa dimezet da Steven III, Dug Bavaria, a oa mamm da Isabeau Bavaria, a zimezas da Charlez VI, roue Bro-C'hall. Ur c'hoar all dezhi, Agnese Visconti, a zimezas da Francesco Iañ Gonzaga, dug Mantova, hag a voe kondaonet d'ar marv e 1391 dre ma vije bet avoultr. C'hoar yaouankañ Antonia, Elisabetta, a zimezas da Ernest, Dug Bavaria.

Eured[kemmañ]

Dre he dimeziñ da Eberhard III, kont Württemberg, e teuas Antonia da vezañ kontez Württemberg .