Antonia Caenis
Eus Wikipedia
Antonia Caenis a oa ur sklavez, ganet en Istria (Kroatia hiziv), sekretourez da Antonia Minor (mamm d'an impaler Claudius ) hag a zeuas da vout serc'h d'an impalaer Vespasianus goude marv e bried Flavia Domitilla, betek he marv e 74. Hervez Suetonius e oa pried dezhañ e pep tra, nemet hep kaout an anv-se.
Levezon he devoa war an impalaer hag arc'hant a zastumas evel-se.
Domitianus, mab Vespasianus ha Domitilla, a rae fae warni.
[kemmañ] Lennegezh
Buhez Caenis hag he darempred gant Vespasianus a zo danvez ar romant Lindsey Davis anvet The Course of Honour.
[kemmañ] Lennadurezh
- Suetonius, Buhezioù an Daouzek Caesar: Vespasian 3, 21; Domitian 12.3
- Dio Cassius, Roman History 66.14
- William Smith (1870), Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology