Anne Haney

Eus Wikipedia
Anne Haney
Anv foran Anne Haney
Anv gwirion Anne Ryan Thomas
Anvioù all Anne T. Harvey
Ann Harvey
Ganedigezh 4 a viz Meurzh 1934
e Memphis (Tennessee)
Marv 26 a viz Mae 2001
e Los Angeles (Kalifornia)
Broadelezh  stadunanat
Micher Aktourez
Remzad 1978-2001
Pried John Haney (†1980)
1 bugel

Anne Haney, bet ganet Anne Ryan Thomas (4 a viz Meurzh 193426 a viz Mae 2001) a oa un aktourez stadunanat hag a c'hoarie war leurennoù hag e filmoù.
Brudet eo evit he ferzhioù evel hini Mrs. Sellner er film Mrs. Doubtfire (1993) ha hini Greta er film Liar Liar (1997).

Remzad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anne Haney a c'hoarias tudenn Rishon Uxbridge ha hini Bajoran er stirad skinwel stadunanat Star Trek.
En un doare reoliek e c'hoarias an dudenn Alberta Meechum er stirad Mama's Family (1984-1985). Er stirad Our House (1986-1988) e c'hoarias tudenn Virginia Taft. Tudenn ar varnerez Marilyn Travelini a c'hoarias ivez er stirad L.A. Law (1986-1994).
E meur a stirad all e voe pedet da c'hoari. En Ally McBeal e c'hoarias da ziwezhañ, en un abadenn hag a voe skignet d'an 8 a viz Genver 2001.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Memphis (Tennessee) e voe ganet Anne Ryan Thomas. Dimeziñ a reas da John Haney, ur sterner e skinwel stadel, hag a gavas e skol-veur North Carolina ma oa-hi o studiañ c'hoariva, skingomz ha skinwel. Pa varvas he fried e 1980 ez eas da Su Kalifornia da vevañ gant he merc'h. Eno e krogas gant he remzad aktourez.
E Los Angeles, e Studio City, e varvas diwar un taol-kalon d'an oad a 67 vloaz.

Filmoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hopscotch (1980)
  • The Children Nobody Wanted (1981, evit ar skinwel)
  • The Night the Lights Went Out in Georgia (1981)
  • Making Love (1982)
  • Some Kind of Hero (1982)
  • The Bad Seed (1985)
  • Malice in Wonderland (1985)
  • Lime Street (1985)
  • Mr. Belvedere (1985)
  • The Best of Times (1986)
  • The Golden Girls (1986)
  • Blind Justice (1986)
  • Elvis and Me (1988)
  • Star Trek: The Next Generation (1989)
  • Northern Exposure (1992)
  • Quantum Leap (1992)
  • Star Trek: Deep Space Nine (1993)
  • Mrs. Doubtfire (1993)
  • The American President (1995)
  • Mother (1996)
  • Liar Liar (1997)
  • Midnight in the Garden of Good and Evil (1997)
  • Psycho (1998)
  • Forces of Nature (1999)
  • The Out-of-Towners (1999)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]