Anne Breizh-Veur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Anne Stuart
Priñsez Denmark ha Norvegia da vare ar poltred
Poltred gant Willem Wissing, 1687

Anne Stuart, pe Anne Breizh-Veur (16651714), a voe rouanez Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon eus 1702 betek Akta Unvaniezh 1707 (d'ar 1añ a viz Mae 1707), pa voe krouet Rouantelezh Breizh-Veur, ha hi kentañ rouanez anezhi, ha war un dro ar rouanez Stuart diwezhañ.

He buhez[kemmañ]

Merc'h e oa da James, dug York, roue katolik Bro-Saoz, a voe diskaret gant Dispac'h 1688. He c'hoar henañ Mary , dimezet d'he c'henderv protestant William III, a renas war un dro gant he gwaz.

Pa varvas Mary e 1694 e renas William III e-unan betek 1702 hag Anne a renas war e lerc'h.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa e Londrez, er palez Saint-James, d'ar 6 a viz C'hwevrer 1665. Eil merc'h e oa da Jakez II hag e bried kentañ Anne Hyde, ha nizez e d'ar roue Charlez II.
Kaset e voe da Vro-C'hall abalamour ma oa klañv he daoulagad. Eno e oa o chom gant he mamm-gozh Henriette Bro-Saoz.

Distro da Vro-Saoz, e 1670, pa oa pemp bloaz, e reas Anne anaoudegezh gant Sarah Jennings, he gwellañ mignonez, hag a voe kuzulierez dezhi ivez. Er bloaz war-lerc'h e varvas he mamm, goude bezañ troet ouzh ar gatoligiezh.


Dimezelled a enor[kemmañ]

Bugale[kemmañ]

17 e voe brazezet, bugale he doe, hogen ne vevas hini ebet anezho.


War he lerc'h[kemmañ]

George Iañ an hini a renas war he lerc'h.