Anna de' Medici (1569-1584)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Anna de' Medici (1569-1584)

Anna de' Medici (1569-1584), a oa merc'h da Francesco I de' Medici, dug-meur Toskana, ha d'e bried Janed Aostria.

He buhez[kemmañ]

Seizh bugel o doa he zud. C'hoar e oa Anna da Eleonora de' Medici (1566- 1611), dimezet da Vincenzo Iañ Gonzaga, Dug Mantova (1582–1612), ha daMaria de' Medici (1573–1642) a zimezas e 1600 da Herri IV, roue Bro-C'hall, hag a voe mamm d'ar roue gall Loeiz XIII.

He mamm a varvas e 1578. Addimeziñ a reas he zad neuze d'e serc'h Bianca Cappello e 1579.

Anna a varvas e miz C'hwevrer 1584, a-raok he 15 vloaz.

He zad hag he lezvamm a varvas diwar gontamm e 1587.