Anna Maria Sforza

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Anna Sforza

Anna Maria Sforza, ganet e Milano d'an 21 a viz Gouhere 1476, ha marvet d'an 2 a viz Kerzu 1497, a oa merc'h da Galeazzo Maria Sforza, dug Milano, ha da Bona di Savoia. Merc'h-vihan e oa, a-berzh he zad, da v-Bianca Maria Visconti, diwezhañ diskennadez eus lignez duged Visconti Milano , ha da Francesco Sforza. A-berzh he mamm e oa merc'h-vihan da Ludovico di Savoia, dug Savoia.

He dimeziñ[kemmañ]

Ne oa nemet bloaz pa voe prometet da zimeziñ da Alfonso I d'Este, mab Ercole Iañ, Dug Ferrara.[1]. Liammet e oa an tiegezhioù Sforza, eus Milano, ha d'Este, eus Ferrara: he eontr, Ludovico Sforza a oa dimezet da v-Beatrice d'Este, ur verc'h da Ercole Iañ . D'ar 17 a viz Genver 1491 e voe graet an eured, pa oa 15 vloaz an daou zen nevez.

He c'hoar, Bianca Maria Sforza a zimezas d'an Impalaer santel Masimilian Iañ, ar paotr a oa bet kefrisa Anna Vreizh.

He marv[kemmañ]

Dougerez e oa ha mervel a reas he bugel kerkent ha ganet d'an 2 a viz Kerzu 1497. Mervel a reas ar vamm prestik goude, pa oa 21 bloaz.

Ne gemeras ket perzh he gwaz en obidoù e wreg dre ma oa debret e zremm gant kleñved Naplez, a oa moarvat pennkaoz da varv e wreg[2]. Beziet e voe e manati San Vito, pa oa madoberourez anezhañ.

Gant he marv e voe torret da vat an ere etre an tiegezhioù Sforza hag Este. Addimeziñ a reas Alfoñs da Lucrezia Borgia, merc'h ar pab, ha pemp mab en doe.

Notennoù[kemmañ]

  1. http://www.italica.rai.it/rinascimento/parole_chiave/schede/esteercoled.htm Pennad diwar-benn he zadeg, Ercole Iañ, en ul lec'hienn istorel
  2. Sarah Bradford. Lucrezia Borgia. Milano, Mondadori, 2005. ISBN 88-04-55627-7


Buhezskrid[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]

Poltredoù Anna Maria Sforza