Anna Maria Luisa de' Medici

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Anna Maria Luisa de' Medici, gant Antonio Franchi
Anna Maria Luisa o terc'hel poltred he fried

Anna Maria Luisa de' Medici (1667-1743) a oa ur briñsez italian, merc'h da Cosimo III de' Medici, ha da Marguerite Louise d'Orléans, nizez d'ar roue gall Loeiz XIII (Bro-C'hall). Chom a reas an hini diwezhañ eus an tiegezh Medici, goude marv he breur an dug-meur Gian Gastone e 1737, ha mervel a reas divugel.

He buhez[kemmañ]

N'en em gleve ket he zud. E 1675, ha hi 8 vloaz, e tispartias tad ha mamm. Distreiñ a reas an dugez-veur da Vro-C'hall. Gant ar roue e voe lakaet en ur gouent evit intañvezed.
He zad a glaskas dimeziñ e vugale da gaout un hêr. Evit Anna-Maria-Luisa e soñjas da gentañ e Loeiz XIV, a intañvas e 1683, ha goude en e vab, an Daofin Meur, intañv ivez e 1690. Ne voe ket gallet skoulmañ an dimezioù kaer-se, rak gwell e kavas an daou briñs dimeziñ d'o serc'hed.

Dimezet e voe Anna Maria Luisa en 1691 da Johann Wilhelm II, dilenner Pfalz, met dre ma oa naplezek an den ne engehentas bugel ebet.

Met bugel-bihan ebet ne voe d'an tad-kozh Cosimo eta: e vab henañ Ferdinando a oa naplezek, gwaz Anna Maria Luisa a oa ivez, hag an trede, Gian Gastone, a oa troet gant ar baotred hag ar boeson.

Dre se e oa tonket d'an tiegezh Medici mont da get.

Intañvez[kemmañ]

En 1713 e varvas Ferdinando, breur henañ Anna-Maria-Luisa, pennhêr ar gurunenn. Mervel a reas pried Anna-Maria-Luisa en 1716 , hag he breur-kaer eo a deuas da vout dilenner Pfalz, Karl III Philipp von der Pfalz, tra ma stagas hi d'ober war-dro madoberoù. He mamm Marguerite-Louise a varvas e 1721, hag he zad Cosimo e 1723. He breur Gian Gastone neuze a voe anvet da zug-veur.


Anna-Maria-Luisa a varvas en 1743, da 76 vloaz. Legadiñ a reas kement tra he devoa en anv an tiegezh Medici da Toskana gant ma chomfe pep tra e kêr Firenze ha ma vije diskouzet an dastumadoù d'an holl.