Anna Habsburg (1280-1327)

Eus Wikipedia
Ur pennad Anna Aostria zo ivez.
Ur pennad Anna Habsburg zo ivez.
Anna von Österreich
Anna hervez ur skeudenn eus ar XVvet kantved

Anna Habsburg, Anna Aostria, Anna von Österreich (1275/1280 e Wien - 19 a viz Meurzh 1327 e Legnica, Silezia), a oa ur briñsez aostrian eus an XIIIvet kantved, merc'h henañ Albrecht Iañ an Impalaeriezh santel hag e bried Elisabeth von Görz ha Tirol.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Anna e Wien, ha hi an eizhvet diwar daouzek bugel.
E-touez he breudeur ha c'hoarezed e oa Rudolf Iañ Bohemia, Friedrich ar Melegan, Leopold Iañ, Dug Aostria, Albert II, Dug Aostria, Otto, Dug Aostria hag Agnes, Rouanez Hungaria, hag he c'hoar yaouankañ Gutta von Oettingen.

He zud-kozh a-berzh-mamm e oa Meinhard, Dug Karintia hag Elisabeth Bavaria, Rouanez Alamagn. A-berzh-tad e oa Rudolf Iañ Alamagn hag e bried kentañ Gertrude Hohenburg.

E-touez hec'h eontred ha moerebed e oa Rudolf II, Dug Aostria, Matilda, Dugez Bavaria, Klementia, Rouanez Hungaria ha Judith, Rouanez Bohemia.

Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas Anna.

Kentañ pried

E 1295 e timezas e Graz da Herman, Markgrav Brandenburg-Salzwedel. Pevar bugel o doe :

E 1308 e varvas he fried Herman ; o mab Johan a gemeras e lec'h hogen yaouank e varvas.

Eil pried

E 1310 ec'h addimezas an intañvez Anna da Henryk VI Dobry (12941335), Dug Wrocław abaoe 1296. Teir merc'h o doe :

Mervel a eure Anna e 1327 e Legnica. Divugel ne oa hec'h intañv, hogen divab e oa. Dek vloaz goude, pa varvas Henryk, e voe enteuzet Wrocław e rouantelezh Bohemia.