Anevrism

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Angiografiezh eus un anevrism en un dalmerenn eus an empenn

Un anevrism (eus an henc'hresianeg ἀνεὐρυσμα, « frankadur») zo ur frankadur lec'hel eus speurenn un dalmerenn a stumm ur c'hodell bras pe brasoc'h hag a sko en dalmerenn war-bouez un takad strizh anvet ar c'houzougenn. Stumm ur sac'h he devez, he zreuzkis a c'hell tapout meur a gantimetr.

Ar freuz anevrism a ya d'ober war-dro 10 % eus gwallzarvoudoù gwazhied an empenn (AVC). Pa c'hoarvezont trumm, ne vez ket tu peurliesañ da viret ouzh ar marv. Sinoù diaraoger a c'hell memes tra sachañ evezh e-doug an eurioù pe an deizioù zoken a-raok an AVC, hag e c'haller louzaouiñ ar glañvourien.