Andy Schleck

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Andy Schleck a zo ur marc'hhouarner luksembourgat ganet d'an 10 a viz Mezheven 1985 e kêr Luksembourg. Gant e vreur Fränk eo reder a-vicher evit Saxo Bank, ur skipailh hag a oa anvet CSC betek 2007. Mab Johnny Schleck eo, skipailher Janssen ha Ocaña e-pad ar bloavezhioù 1970. E daol-kaer kentañ a reas e 2007 war hentoù Tro Italia en ur gemer an eil plas e Milano. Dizoleiñ a reas Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn e 2008 e skipailh Carlos Sastre, ar Spagnol a voe ar roched melen gantañ e Pariz. Schleck a echuas ar redadeg en daouzekvet renk gant ar roched wenn war e zivskoaz. E miz Eost e oa ar vreudeur Schleck e Beijing evit ar C'hoarioù Olimpek hañv 2008: Andy a voe renket da bempvet. Ur bloaz war-lerc'h e wiskas c'hoazh Andy Schleck ar roched gwenn met ar wech-mañ war ar podiom, en eil renk a-dreñv Alberto Contador. E 2009 ivez e teuas ar maout gantañ e Liège-Bastogne-Liège, goude un achapadenn ugent kilometrad hed. Kampion broadel, Andy Schleck a oa ivez en eil plas war Flèche Wallonne. Dilennet eo bet Andy Schleck sportour ar bloaz e Luksembourg e 2009.

Andy Schleck, Tro Kalifornia 2009

Skipailhoù[kemmañ]

  • 2005-2008. CSC
  • 2009-2010. Saxo Bank
  • 2011. Leopard Trek