Andrzej Lepper

Eus Wikipedia

Ur politikour polonat e oa Andrzej Zbigniew Lepper. E penn ar strollad populist Samoobrona (Emzifenn) emañ.

Ganet e oa e 1954 e Stowięcino, e-kichen Słupsk (gwalarn Polonia). Mervel a reas d'ar 5 a viz Eost 2011.

Sindikalour evit al labourerien douar eo bet e-pad pell a-raok kregiñ gant ar politikerezh. Bokser eo bet ha rak se n'en deus ket aon da skeiñ ouzh ar re n'int ket a-du gantañ ha se zo kaoz eo bet lakaet en toull-bac'h meur a wezh dija.

Anavezet eo evit bezañ cheñch-dicheñch e vennozhioù p'en deus lavaret e oa a-gleiz e deroù 2005, da c'houde e-kreiz hag a-zehoù e diskar-amzer 2005.

Da vare an dilennadegoù prezidant e 2005 e oa aet da drede gant 15,11% eus ar mouezhioù, goude Donald Tusk (PO) ha Lech Kaczyński (PiS).