Andromac'he

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Andromac'he prizoniadez

Andromac'he pe Andromaka ( Ἀνδρομάχη Andromákhê e gregach), merc'h da Eetion, roue Kilikia ha c'hoar da b-Podes, a oa gwreg Hektor. Lazhet he gwaz gant Akilles, e wel an tan o pulluc'hañ kêr Troia. Roet e voe da Neoptolemus (pe Pyrrhos), mab Akilles, a lazhas he mab, hag a gasas anezhi gantañ da Epira, e vro, da zimeziñ ganti, ha war un dro Helenus, breur Hektor, evel sklav.

Helenos, breur d'he gwaz kentañ, a voe he zrede gwaz. Roue Epira e voe ha hi, rouanez gantañ, a reas sevel ur monumant bras e koun Hektor.

Digant he gwaz kentañ he doe Astyanax. Digant an eil he doe Molossos, Piélos ha Pergamos, ha digant an trede Cestrinos.

El lennegezh[kemmañ]

  • Douget e vez bri da Andromac'he evel skouer uhelañ ar gwragez hag ar mammoù. Ganti eo bet awenet barzhed ha skrivagnerien ar c'hoariva: Euripides, Vergilius, Jean Racine, war-lerc'h Homeros evel-just.