Andrev Latimier

Eus Wikipedia
Andrev Latimier e 1997

Ganet eo bet Andrev Latimier d'ar 16 a viz Ebrel 1923 e Pariz (XVIIIvet rann). Mont a reas da Anaon d'an 29 a viz Gouhere 1998 e Lannuon.

E vuhez

Genidik oa e dad eus Loudia (Breizh-Uhel) hag e vamm eus Plouilio (Bro Dreger). Dimeziñ a reas e 1948 gant Suzanna Drillet, ganet ivez e Pariz (XVIIvet rann), he zud genidik o-daou eus Plouilio. C'hwec'h bugel o deus bet. Bet oa bet o labourat e prefeti Pariz, el Levrdi Keltiek e Pariz ha goude, e melestradurezh an Deskadurezh-Stad ma chomas betek fin e amzer labour evel isrener Kreizenn Rannvro an Dafar Pedagogel (CRDP) e Roazhon. Ne c'hellas dont en-dro da Vreizh nemet e 1972. Kavet e vez roud anezhañ evel emsaver e 1941 pa gejas ouzh Pêr ar Bihan en ur skol stummañ danvez mentourien. Reiñ a rae d'ar mare-se kentelioù brezhoneg e Kêr-Vreizh, straed Saint-Placide e VIIvet rann Pariz. Daremprediñ a rae ivez kelc'hioù keltiek : "Nevezadur", "Amzer da Zont" ha "Korollerien Breiz-Izel". Rener "Nevezadur" e voe e dibenn ar bloavezhioù 1940.

E deroù 1946 en em gavas e-touez ar strollad tud yaouank a grouas, e Pariz, ar gelaouenn Al Liamm : Glaoda Millour, Herri ar Floc'h, Ronan Chevalier, Erwan Tymen, Pêr ar Bihan. Gant niverenn 6 (Genver-C'hwevrer 1948) Al Liamm, e kendeuzas Al Liamm ha Tír na nÓg. Skrivet en doa Andrev Latimier pennadoù-stur an niverennoù 1 betek 7. Kendelc'her a reas ingal goude da gemer perzh er skipailh betek e dremenvan. Reizhañ a rae an amprouennoù ha kemer a rae, a vare da vare, karg un niverenn en he fezh. Ne skrivas ket kalz pennadoù e-unan. Tu zo da venegiñ e studiadenn diwar-benn Markiz ar Roari en niverenn 19.

Morse ne voe diseblant e-keñver politikerezh. Ezel e oa bet eus MOB (Mouvement pour l'Organisation de la Bretagne) ha skoazellet en doa ar gelaouenn L'avenir de la Bretagne. Tizhet e voe gant stourm an Aljerianed evit o frankiz ha dedennet gant mennozhioù ar rummad en deus savet Unvaniezh Demokratel Breizh. Reizher Skol Ober e voe ivez ur wech war e leve e Perroz-Gireg.