An Noz stergannek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Noz steredennet
VanGogh-starry night ballance1.jpg
Vincent van Gogh, 1889
eoullivadur war lien
73 × 92 cm
Museum of Modern Art
New York

An Noz stergannek a zo un daolenn diwar zorn an arzour nederlandat Vincent van Gogh. Livañ a reas ar pezh a wele eus e gambr en ti-diskuizh ospital Saint-Paul-de-Mausole e Saint-Rémy-de-Provence e miz Mae 1889. Abaoe 1941 emañ war ziskouez er Museum of Modern Art e kêr New York. Unan eus taolennoù brudetañ Van Gogh eo, goude ma kave dezhañ ne oa nemet ur studiadenn.

An daolenn[kemmañ]

Melen ha glas eo al livioù implijet ar muiañ en daolenn. Van Gogh ne savas tamm tresadenn ebet a-raok stagañ gant an daolenn, marteze e reas ur brastres memes tra. Ar gwez siprez a livas da gentañ. Pa seller a-dost ouzh an oberenn e verzer ec'h implijas van Gogh livaj toazennek da livañ an oabl, ha lusket eo an doare da livañ. Toazennek eo ivez an doare ma livas an tiez en traoñ, padal ez eo disheñvel an doare ma livas ar menezioù, marteze e felle dezhañ aozañ un dachenn siouloc'h en daolenn. A-us ar menezioù ez eus ul lodenn sklaer : marteze ez eo latar. Un doare e oa d'an arzour da chom hep lakaat an daolenn en glas penn-da-benn. Soñjal a c'haller e kemmas mennozh van Gogh e-keit ma oa o livañ : daoust m'en doa miret lec'h en oabl a-benn lakaat stered n'en doa ket muzuliet mat pep tra. Diwar an unnek steredenn a zo e kreskas c'hwec'h anezho. Kreskiñ a reas ivez ar sklerijenn a zo tro-dro d'al loar. An tachadoù melen war an tiez a voe livet er fin ivez. Puilh eo bet an niver a zisplegadennoù diwar-benn an droellenn a zo en oabl. Gwelout a reer ivez n'eo ket bet livet an daolenn penn-da-benn : chomet eo gwenn ar mezher war ar c'hostezioù.

Istor an oberenn[kemmañ]

E-pad an diskar-amzer 1888 edo van Gogh o chom en Arles, hag eno e savas un daolenn anvet Noz steredennet war ar stêr Ron. Tost bloaz goude, e miz Even 1889, e kemennas e felle dezhañ aozañ ur « studiadenn nevez eus un noz steredennet » hag un dresadenn a savas, diazezet war e daolenn.

Unan eus an tresadennoù diazezet war an daolenn. Ment : 47x62.5, dalc'het e Kunsthalle Bremen

E-kreiz miz Gwengolo 1889 e tresas ar studiadenn-se. O paouez bezañ gouzañvet ur barrad kleñved e oa (etre kreiz miz Gouere ha dibenn miz Eost). Ar studiadenn a gasas dre lizher d'e vreur Theodorus van Gogh.

Notenn[kemmañ]

  • Pennad savet diwar katalog an diskouezadeg "Van Gogh ha livioù an noz", Van Gogh Museum, Amsterdam, 2009