An Houlierez (Van Honthorst)

Eus Wikipedia
An Houlierez
Gerard van Honthorst, 1625
eoullivadur war lien
71 × 104 cm
Centraal Museum
Utrecht
Izelvroioù

An Houlierez , pe De koppelaarster e nederlandeg, zo un eoullivadur gant al livour izelvroat Gerard van Honthorst, graet er bloaz 1625. E welout a c'haller e Mirdi kêr Utrecht en Izelvroioù.

E doare al livour italian Michelangelo Merisi (anavezetoc'h evel Caravaggio) e kar Gerard van Honthorst lakaat tudennoù e daolennoù en-dro d'ur gouloù bennak, darn sklerijennet ha darn all en damdeñvalijenn.

An houlierez eo ar vaouez en tu kleiz a zo o tiskouez ar paot gant he biz d'ar plac'h yaouank a zo o terc'hel ul lud, arouez buhez dibreder ha diroll an arzourien.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rynck, Patrick de: Gerard van Honthorst, «La alcahueta», pp. 258-259 e Cómo leer la pintura, 2005, Grupo Editorial Random House Mondadori, S.L., ISBN 84-8156-388-9