An Chruit

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tiez en enez An Chruit, gwelet eus ar pont

An Chruit pe Oileán na Cruite (Cruit Island e saozneg) zo un enezenn vihan war aod kontelezh Dún nan Gall, en Iwerzhon. Liammet eo ouzh an douar-bras gant ur pont.

Anavezet eo an enezenn evel ul lec’h ma teu sportourien da grapañ ouzh an tornaodoù sonn, ha kemend-all a reont ivez en enezenn zo e-kichen, Uaigh.

Bremañ n’eus nemet un hanter-kant bennak a dud o vevañ en enezenn, iwerzhonegerien anezho. Meur a ganaouenn hengounel eus An Chruit zo bet brudet gant ar strollad kanerien Clannad, evel "Thíos Cois na Trá Domh" da skouer.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.