Anúna

Eus Wikipedia
Anúna.

Anúna a zo ul laz-kanañ iwerzhonat. Krouet eo bet An Uaithne (anv kozh Anúna) e 1987 gant ar sonaozour Michael McGlynn e Dulenn. An anv-se a ziskriv tri seurt sonerezh a orin keltiek, ar Suantraí (kanaouenn da luskellat), ar Geantraí (kanaouenn evurus) hag ar Goltraí (klemmgan). Unan eus palioù pennañ ar strollad a oa dizoleiñ hag adtermeniñ ar sonerezh-se, ha gellet kanañ oberennoù McGlynn kempennet hervez oberennoù ar grennamzer hag hervez oberennoù iwerzhonat. An Uaithne a zo bet adanvet Anúna e 1991. Kenlabouret o deus stank gant The Riverdance phenomenon etre 1994 ha 1996. Al lodenn vrasañ eus ar ganerien o deus bet ur stummadur diazez hag etrevroadel a drugarez da Anúna: Eimear Quinn he deus gounezet an Eurovision e 1996, ha peder c'hanerez eus ar strollad o deus kemeret perzh e-barzh Celtic Woman.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]