Amsterdam Weekly

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Amsterdam Weekly a oa ur gazetenn saoznek digoust ment tabloid dezhi, a veze embannet pep Merc'her en Amsterdam. E-tro 25 000 skouerenn a veze skignet bep sizhun. Krouet e voe e miz Meurzh 2004 hag a niverenn ziwezhañ a voe embannet e miz Kerzu 2008.

Enni e veze kavet pennadoù diwar-benn ar sevenadur en Amsterdam ha tro-war-dro : sonadegoù, pezhioù-c'hoari, filmoù, darvoudoù ar metoù heñvelreviat (paotred ha merc'hed). Skignet e veze e levrdioù, sinemaoù, kleuboù, ispiserezhioù, pretioù ha tavarnioù. Diwar al lec'hienn e c'halle al lennerien pellgargañ stumm PDF ar gazetenn ivez[1].

Div wech e voe diskouezet Amsterdam Weekly e Design Museum Londrez, rak maketenn ar gazetenn a oa modern-tre. C'hwec'h gwech e voe roet Priz ar gazetenn europat dezhi.

Notenn[kemmañ]


Liamm diavaez[kemmañ]

Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.