Ambrosius Aurelianus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ambrosius Aurelianus, (Emrys Wledig e kembraeg) a oa ur brezelour brezhon, pe brezhon romanekaet, er Grennamzer uhel.

Roudoù skrivet anezhañ zo eus ar bloavezh 435 betek 460. Roet en deus kalon ha frammet en deus difenn ar Vrezhoned ouzh ar Saksoned e 455.

Ur soudard eus ar vrientinelezh vreizhek-ha-roman eo. Stummet eo bet diouzh an teknikoù roman ha kregiñ a reas da vrezeliñ ouzh ar Saksoned e 460, ur brezel a roas brud vras d'an hini a yelas d'e heul, Uther Pendragon. N'eo ket ken brudet Ambrosius Aurelianus avat, daoust ma'z eo bet bras e berzh e difenn Enez Vreizh hag en hini an Arvorig ivez.

Kar da Paol Aorelian, avieler Bro-Leon e vefe bet.


Liammoù diavaez[kemmañ]