Amalberga Maubeuge

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Amalberga Maubeuge

Amalberga Maubeuge († war-dro 670) zo ur santez frank, lidet d'an 10 a viz Gouhere. Arabat e vije droukveskañ hec'h anv gant hini Amalberga Gent, gwerc'hez eus Gent.

He buhez[kemmañ]

He mamm a oa c'hoar da Pepin Landen († 640), maer-ar-palez gant ar roue frank Sigebert III. Dimezet e voe d'ar c'hont Witger, ha bugale o doe:

Goude ganet Gudula e tivizas Amalberga ha Witger dispartiañ da vont da servij Doue. Witger a eas da vanac'h hag a varvas prestik goude, hag Amalberga da leanez da vanati Maubeuge, diazezet gant ul leanez kar dezhi, Aldegonde Maubeuge. Sant Aubert Cambrai, eskob Cambrai, an hini a roas ar ouel leanez dezhi.



Lennadurezh[kemmañ]

  • Vita Amalbergae viduae = 'De S. Amalberga vidua Lobiis et Binchii in Belgio', Sollerius J.B. ed., Acta Sanctorum Mensis Julii Tomus III (1723) 63-70.
  • Vita sanctae Amalbergae viduae (buhezskrid latin eus an XIvet kantved)