Alpha Oumar Konaré

Eus Wikipedia

Alpha Oumar Konaré (ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1946) zo ur politikour malian, bet prezidant ar vro etre 1992 ha 2002.

Goude e studioù e Bamako hag e Varsovia (Pologn) ec'h eas da skolaer e Kayes ha goude-se da gelenner-lise e Markala ha Bamako. Plediñ a reas abred gant ar politikerezh hag e 1967 e voe anvet pennsekretour yaouankiz an US-RDA (Union Soudanaise-Rassemblement Démocratique Africain), strollad politikel ar prezidant Modibo Keïta. Goude taol-Stad Moussa Traoré ec'h emezelas d'ar PMT (Parti Malien du Travail), ur strollad politikel kuzh. Koulskoude e teuas da vezañ ministr e 1978, betek e dilez e 1980.

E miz Ebrel 1992 e voe dilennet da brezidant Mali (gant 69% eus ar mouezhioù en eil tro). Addilennet e voe e 1997 gant 96% eus ar mouezhioù dre ma oa boikotet an dilennadeg gant an darn vrasañ eus ar strolladoù politikel all.

Alpha Oumar Konaré zo doktor honoris causa skol-veur Breizh-Uhel.