Alioù emvagañ evit ar yec'hed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Alioù emvagañ evit ar yec'hed hervez an dizoloadennoù nevesañ (2008):

  • Ur c'hementad bihan tre a alkool a zo mat evit ar galon, met ur poezon eo evit an avu.
  • Mat eo digreskiñ ar c'hementad a sukr hag a holen a zebromp (a-walc'h a holen a zo er bara, er boued ragaozet...)
  • Debriñ kalz a frouezh, legumachoù ha kraoñ a-beb seurt. Ar frouezh melen ha ruz a zo mat tre evit ar yec'hed. An tomatez poazh, ar brokoli hag ar c'haol a zo efedus a-enep ar c'hankroù.
  • Mat eo digreskiñ ar c'hementad a gig ruz a zebromp, hag ivez ar chakuterezh.

Kankroù (krignoù-bev) 'zo a zeu eus hor genoù met lod all a zeu eus hon endro (danvezioù kimiek en endro, er boued...), gwelloc'h eo neuze debriñ boued bevoniel (biologel).

Ar butun, evel ma oar an holl bremañ a zo fall kenañ evit hor yec'hed.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù