Alice in Chains

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Alice in chains)
Alice in Chains (2019)

Alice in chains a zo ur strollad rock hag a c’heller lakaat e-touez ar strolladoù heavy metal pe, resisoc’h, ar strolladoù grunge.

Savet e oa bet ar strollad e Seattle gant Layne Staley (kaner), marvet d’ar 5 a viz ebrel 2002, Jerry Cantrell (gitarour), Mike Inez (isgitar) ha Sean Kinney (taboulinoù).

Savet e oa bet ar strollad e penn-kentañ 1987 e Seattle. Ne sinint war columbia nemet en Ebrel 1989 : o single kentañ, We die young a voe embannet e Mezheven 1990. Ar gantenn gentañ, Facelift a voe embannet daou viz war-lerc’h, renket e voe neuze We die young e-touez ar 5 kanaouenn metal tremenet ar muiañ er mare-hont.

Adalek ar bloavezh 1990 e veze leun-chouk o abadennoù, ha kaset e oa ar strollad d’ober meur a droiad gant arzourion anavezet evel Iggy Pop, Slayer, Anthrax, Van Halen, Rage Against The Machine pe Megadeth.

Adalek miz Du 1994, Layne Staley, kaner ar strollad, a grog da seniñ gant ur strollad all ouzhpenn Alice in chains. Mad season eo anv ar strollad-se, hag emañ ennañ, da skouer, gitarour ar strollad Pearl jam : Mike mcCready. Jerry Cantrell a lerc'hwez, eus e du, ur gantenn solo anvet Boggy depot e 1998, hag a vo heuliet gant Degradation Trip e 2002.

Echu e seblante bezañ gant ar strollad war lerc’h marv Staley, met adkregiñ a reas ar sonerion all da senniñ asambles. Setu penaos e voe dalc'het ganto un abadenn hepken e 2005 da skoazellañ reuzidi an Tsunami en deus skoet Azia e 2004. Goude ez a ar strollad d’ober un droiad e Europa e 2006 gant ur c’haner nevez : William Duvall eus Comes With The Fall.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penn-kentañ (1987-1990)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh ar bloavezh 1987 e gejas Layne Staley gant ar gitarour/sonaozour Jerry Cantrell en un nozvezhiad. Mignonañ a rejont ha kinniget e voe da Staley embarzhañ strollad Cantrell, anvet Diamond Lie. Er strollad e vez an izgitarour Mike Starr, mignon ouzh Cantrell. Klask a reas ar strollad un tabouliner ha Starr eo a ginnigas da Sean Kinney, karedig e c'hoar, da vezañ en taol.

Buan e krogas a ra ar strollad da aozañ kanaouennoù dezho ha da zroiata e kluboù Seattle, adanvet da vat Alice in Chains, an anv o vezañ awenet gant anv ur strollad kozh a Staley: Alice N' Chainz.

Dont a reas a-benn ar strollad da sinañ ur c'hevrat gant ti Columbia Records e 1989. Goude bezañ lerc'hwezet un heuliad a gantennoù diskouez e penn-kentañ 89 ez embannas ar strollad e vaksi kentañ, We Die Young, e miz Gouere 1990. Kanaouenn ar memes anv a raio ur berzhig war ar skingomzoù metal hag a briento an traoù evit kantenn kentañ ar strollad, Facelift, embannet e miz Meurzh 1992. Ar ganaouenn Man in the Box en do ur berzh dic'hortoz hag a roio tu d'ar strollad da dremen evit ar wech kentañ war MTV. Mont a reas ar strollad da zroiata ha da zigeriñ abadennoù Van Halen hag Iggy Pop, hag e diwezh ar bloaz e voe Facelift anvet da gantenn aour er Stadoù Unanet.

Ar berzh o kreskiñ, ar bloavezhioù grunge (1991-1994)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bloavezhioù goude-grunge (1995-1997)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marv Staley (1998-2002)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adstummadur (2005-)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izili padel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izili e troiadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ez-izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kantennrolladur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

EP-où[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kantennoù studio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kantennoù leurenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dastumadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e oa bet ar strollad e 1991 d’an American Music Awards er rummad gwellañ strollad heavy metal. War ar renk int bet ivez d’ar Grammy Awards evit an abadenn wellañ, met hep berzh.

Singlioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh Song US Mainstream Rock US Modern Rock Kantenn
1990 "We Die Young" - - Facelift
1991 "Man in the Box" 18 - Facelift
1991 "Bleed the Freak" - - Facelift
1992 "Sea of Sorrow" 27 - Facelift
1992 "Would?" 5 11 Dirt
1992 "Them Bones" 24 30 Dirt
1993 "Rooster" 7 30 Dirt
1993 "Angry Chair" 34 27 Dirt
1993 "Down in a Hole" 10 10 Dirt
1993 "What the Hell Have I" 19 - Last Action Hero (soundtrack)
1994 "No Excuses" 1 3 Jar of Flies
1994 "I Stay Away" 10 - Jar of Flies
1994 "Don’t Follow" 25 - Jar of Flies
1995 "Got Me Wrong" 7 22 Clerks soundtrack
1995 "Grind" 7 18 Alice in Chains
1996 "Heaven Beside You" 3 6 Alice in Chains
1996 "Over Now" 4 24 Alice in Chains
1996 "Again" 8 36 Alice in Chains
1996 "Would?" - 19 Unplugged
1996 "Down in a Hole" - 24 Unplugged
1996 "Nutshell" - 15 Unplugged
1999 "Fear the Voices" 11 - Music Bank
1999 "Get Born Again" 4 12 Music Bank
2000 "Man in the Box (Live)" 39 - Live

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.