Alfredo Pirucha

Eus Wikipedia

Alfredo Pirucha a zo un arzour galizat bet ganet e Sanxenxo (Proviñs PontevedraGaliza) e 1982. Kregiñ a reas gant e oberenn, dre zegouezh, er bloaz 2003, en e gêriadenn c’hinidik, a-raok mont war-zu Madrid, e-lec’h ma talc’has gant ar c’hrouiñ arzel da vout derc’h-derv e vuhez, ha ma teuas da gompren e c’hell al liverezh bout un doare da lakaat àr-wel nec’hamantoù an den, e santimantoù, e aon, ha ma c’helle kement tra a oa war e askre en em gavout livet. Diwar neuze e teuas a-benn da ziskouez e oberennoù e meur a boent eus geografiezh al ledenez evel Soria, Madrid, Bizkaia, Pontevedra, Lugo pe A Coruña. En deiz hiziv emañ o chom e Santiago de Compostela (Galiza).

Dre vras, hag en tu all da talvoudekaat perzhioù an den, e kaver en e oberenn ur preder arzel filozofik hag a zo sklaer, diazezet war chom hep gwerzhañ e oberennoù, a wel-eñ evel perzhioù dezhañ e-unan, ha war glask brudañ an arz dre ziskouezadegoù e salioù boutin, e-mesk strolladoù sosial na vezont ket boas da zaremprediñ ar seurt lec’hioù.

War-fet tachenn an estetik e c’heller rannañ e labour e teir zachenn bennañ. Pep hini anezhe a zo disheñvel deus ar re all abalamour d’an implij deus diazezoù ha deus teknikoù disheñvel. An hini gentañ a c’heller kaout e-barzh oberennoù gant livioù flamm-tre, livet dreist-holl gant an dorn, hag harpet war objeioù evel tachoù, tournevisoù, spatulennoù... war tammoù bristol satinet. An eil strollad a gaver e-barzh toaloù a vent etre, livet gant an dorn ha gant gwisponoù, e-lec’h ma teu ar muiañ war-wel tonoù pastel ha treioù kreioñs, a ya da verkañ bevennoù ar skeudennoù. Er strollad diwezhañ e vez kavet pegadennoù graet diwar tammoù fotokopioù. E tout e oberennoù e kaver temoù pemdeziek evel ur garg vras a fent absurd, en amboaz da lakaat kenc’hoarzh a-dost da sevel gant ar publig.