Alfonso II d'Este
Alfonso II d'Este, ganet e Ferrara d'an 22 a viz Du 1533, ha marvet eno d'ar 27 a viz Here 1597, a oa mab da Ercole II d'Este ha da Renée Bro-C'hall (pe Renata di Francia en italianeg), mab-bihan da Anna Vreizh eta. Pempvet dug Ferrara e voe adalek 1559 betek e varv.
E vuhez [kemmañ]
Kenkent hag anvet da zug e sevenas goulenn ar pab Pi IV a felle dezhañ e vije kaset an dugez Renata da Vro-C'hall en-dro dre ma roe harp d'ar brotestanted en he lez hag e kenskrive gant Jean Calvin a oa deuet d'he gwelout da Ferrara.
E-pad e amzervezh e skedas lez Ferrara muioc'h eget biskoazh, e tegemeras barzhed evel an Tasso, e veze aozet festoù bras, ha fontet arc'hant a-leizh. Klask a reas kreskiñ brud ha bri e zugelezh gant e dri dimeziñ hag e emglev gant an impalaer santel Masimilian II er brezel a-enep an Durked en Hungaria e (1566).
Dimezioù [kemmañ]
Tri fried en deus bet
- Lucrezia de' Medici (1558-61),
- Barbara Aostria (1565-72)
- Margherita Gonzaga (1579)
Bugel ebet n'en doa bet, envel a reas e genderv Cesare d'Este da hêr.
Pa varvas e voe adkemeret dugelezh Ferrara, douar an Iliz, gant ar pab Klemez VIII ha n'enebas ket Cesare d'Este nemeur, trawalc'h dezhañ bezañ dug Modena.
Beziet eo e Ferrara e Manati Corpus Domini.