Alexander Zeisal Bielski

Eus Wikipedia

Alexander Zeisal 'Zus' Bielski (19 a viz Here 1912 e Stankiewicze - 18 a viz Eost 1995 e Brooklyn) a oa e penn partizaned Bielski a stourme e Belarus e-pad an Eil Brezel-bed. Gant e strollad partizaned e voe saveteet 1 236 yuzev.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Alexander Zeisal Bielski e 1912 e Stankiewicze, e-kichen Navahroudak (e Polonia d'an ampoent, ha bremañ e Belarus). Asambles gant e dri vreur e savas ur strollad partizaned anvet partizaned Bielski. Kuzhat a raent e koadeier Belarus, hag a-drugarez dezho e voe saveteet 1 236 Yuzev. E wreg hag e verc'h a voe lazhet gant an nazied. Goude ar brezel ez eas da Israel hag e 1956 ez eas da New York ma reas war-dro un embregerezh taksi ha treuzdougen gant e vreur Tuvia Bielski. Mervel a reas d'an oad a 83 bloaz gant un taol-kalon[1].

Er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liev Schreiber eo a c'hoari perzh Alexander Zeisal Bielski er film Defiance (2008).

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Alexander Z. Bielski, 83, a Guerrilla Fighter Who Harried Nazis and Saved Jews, Is Dead : http://www.nytimes.com/1995/08/23/obituaries/alexander-z-bielski-83-guerrilla-fighter-who-harried-nazis-saved-jews-dead.html?scp=1&sq=Bielski&st=cse, New York Times, 23 a viz Eost 1995