Alexa Wilding

Eus Wikipedia
Painting of Alexa Wilding
Alexa Wilding (en dorn dehoù) en The Bower Meadow (1871–72) gant Marie Spartali Stillman (en dorn kleiz), poltredet gant Dante Gabriel Rossetti.

Alexa Wilding (ganet Alice Wilding, war-dro 1845–48 – 1884) a oa patrom da veur a livour rakrafaelour saoz. Labourat a reas gant Dante Gabriel Rossetti, etre 1860 ha 1870, muioc'h eget Elizabeth Siddal, Jane Morris ha Fanny Cornforth a zo brudetoc'h koulskoude. Anezhi n'ouzer ket kalz tra, pa'z eus bet skrivet kalzik diwar-benn ar maouezed all. Gwir eo ne oa ket liammet ouzh an arzour dre ar garantez evel ar re all.

Eus Shrewsbury, e Shropshire, e kornôg Bro-Saoz, tostik da harzoù Kembre, e oa tud Alexa, hogen hi a oa ganet e Surrey war-dro 1845. E dad a rae pianoioù. Ur plac'h a laboure e oa, met ne oa ket ken kalet he buhez e-skoaz al labourerezed all, ha desked he doa lenn ha skrivañ. Kemenerez e oa ha c'hoant ganti mont da aktourez pa reas anaoudegezh gant Rossetti.


Poltredoù Alexa Wilding[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Painting of Alexa Wilding
Veronica Veronese gant Dante Gabriel Rossetti (1872)
La Ghirlandata gant Dante Gabriel Rossetti (1873)