Alessandro de' Medici (dug Firenze)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred gant Pontormo

Alessandro de' Medici , lesanvet il Moro ( Firenze 1510 - Firenze 1537) a oa dug Penne ha goude dug Firenze adalek 1532, aotrou Firenze eus 1530 betek 1537.

E dud[kemmañ]

Mab bastard e oa da Lorenzo II de' Medici, met krediñ a reer e c'hall bezañ bet mab d'ar c'hardinal Giulio di Giuliano de' Medici, a voe anvet da bab. Petra bennak ma oa bastard e voe kentañ dug Firenze gant skoazell ar pab.
Abalamour d'e lesanv il Moro e kreder e c'hallfe bezañ bet ganet gant ur vatezh hiron a laboure evit an tiegezh Medici, anvet Simonetta da Collevecchio, hervez tud all e oa mab d'ur goueriadez roman. Teñval e oa liv e zremm ha netra ken.

Pa voe trec'het ar Repubblica fiorentina gant an arme spagnol e teuas da vout mestr Firenze, hervez un emglev etre ar pab hag an impalaer Karl V, diwar-goust e genderv Ippolito de' Medici .

Kerkent ha kemeret ar galloud e klaskas kemmañ an ensavadurioù republikan, goude ma ranke doujañ dezho hervez ar feuremglev a oa bet sinet goude da Firenze kodianañ. Gant e genderv Cosimo, a reno war e lerc'h, e vint kemmet da vat. Degas a reas da Firenze boazioù eus lez an impalaer Karl V, ma en devoa bevet atav, evel pourmen gant halabarderien hag a sponte tud Firenze.

Reiñ a reas doare ur briñselezh d'e c'hoarnamant, ha skarzhañ an arouezioù hag ensavadurioù kumunel, a oa karet gant tud Firenze.


Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

E 1533 ( pe 1536?) e timezas da Marc'harid Aostria, anavezet ivez evel Marc'harid Parma, ur vastardez d'an impalaer Karl V. Bugel ebet n'o doe.
Ur pried-kleiz en doa, anvet Taddea Malaspina, ha daou vugel o doe:

Ur verc'h all en doe, Porzia, ha n'ouzer ket piv e oa he mamm, a voe leanez.

E vugale[kemmañ]

Skeudenn Anv Ganet Marvet Notenn
Giulio di alessandro de' medici, xvii century print.jpg
Giulio
1527 pe 1532 1600 Mab bastard , reizhekaet goude marv e dad
Giulia de' medici, xvi century.jpg
Giulia
1534 1588 Merc'h bastard
Solid white.png
Porzia
1538 1565 Merc'h bastard, leanez

E varv[kemmañ]

Lazhet e voe gant e genderv Lorenzino de' Medici. Cosimo Iañ de' Medici, eus ar skourr Popolano avat, an hini a renas war e lerc'h.

Lennegezh[kemmañ]

Diwar ar muntr-se eo e voe skrivet ar pezh-c'hoari gallek «Lorenzaccio » gant Alfred de Musset).

En e raok
Repubblica fiorentina
Alessandro de' Medici
Dug Firenze
War e lerc'h
Cosimo Iañ de' Medici