Alessandro Farnese (kardinal)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Alessandro Farnese zo ivez.
Ar pab Paol III gant e zaou vab-bihan: ar c'hardinal Alessandro Farnese hag an dug Ottavio Farnese.

Alessandro Farnese, lesanvet il Giovane (ar Yaouankañ), ganet e 1520 ha marvet e 1589, a oa ur c'hardinal eus an Tiegezh Farnese. E dad-kozh Alessandro Farnese, lesanvet il Vecchio, a oa kardinal ivez, hag anvet da bab dindan an evel Paol III.

Ganet e oa e kastell Valentano. Mab e oa da Pier Luigi Farnese ha da Gerolama Orsini, eus Pitigliano. Kenkent e voe divizet ober ur beleg anezhañ. Studiañ a reas Alessandro e Parma da gentañ, hag e Bologna goude, war un dro gant e vreur Ottavio.

Brudet e voe e garantezioù.

Ur vastardez en doe, Clelia Farnese.