Aleksandra Kostenyouk
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Aleksandra Kostenyouk (e ruseg: Александра Костенюк) a zo bet ganet d'an 23 a viz Ebrel 1984 e Perm, Rusia (Unaniezh Soviedel).
Meurc'hoarierez echedoù rusian.
2523 eo he renk Elo (FIDE) d'ar 1añ a viz Ebrel 2008 , 7vet eo e-mesk c'hoarierezed ar bed.
P'edo seizh vloaz hepken e teu da vout Kampionez ar Merc'hed dindan dek vloaz.
Tapout a reas he zitl Mestr Meur Etrebroadel e miz Du 2004. Unnek maouez hepken a resevas an titl-mañ gant ar FIDE (Kevre Bedel An Echedoù). Mestr Meur ar Maouezi ha Mestr Etrebroadel e oa dija.
Anvet e oa bet kampionez ar maouezi a Rusia (Samara, miz Mae 2005): +7 =4 -0.
Kampionez ar maouezi ag Europa e 2004 gant he zrec'h e tournamant Dresden (Alamagn).
E miz Eost 2006 e voe kentañ kampionez ar bed ag ar maouezi en Echedoù 960 gant he zrec'h war Elisabeth Pähtz: 5,5/2,5.
[kemmañ] Ur bartienn
- Aleksandra Kostenyouk a-enep da Elena Levoesjkina, 1996:
1.e4 c5
2.Mf3 g6
3.c3 d5
3.Fb5 Fd7
4.Fxd7 Dxd7
5.exd5 Dxd5
6.0-0 Fg7
7.d4 cxd
8.cxd Mf6
9.Te1 Mc6
10.Mc3 Dd8
11.d5 Fb4 (diagram)
12.Da4+ Dd7
14.Db4 (1-0)
[kemmañ] Oberenn skrivet
- (en) Aleksandra Kostenyouk, How I became Grandmaster at age 14 .
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Aleksandra Kosteniuk, lec'hienn ofisiel ;
- 20 lec'hiadenn a-bouez en he fartiennoù (e saozneg) ;
- He fichenn FIDE (e saozneg) ;
- 90 partienn e pgn ;
- He c'hoari e Chess Games (e saozneg) ;
- Pennad-kaoz ;
- Luc'hskeudennoù .
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

