Alegorienn al liverezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alegorienn al liverezh
Jan Vermeer van Delft 011.jpg
Johannes Vermeer, e-tro 1666
eoullivadur war lien
130 × 110 cm
Kunsthistorisches Museum
Vienna
Aostria

Alegorienn al liverezh (nederlandeg : De Schilderkunst), pe Arz al liverezh, pe c'hoazh Al livour en e stal-labour, a zo un eoullivadur bet savet gant al livour izelvroat Johannes Vermeer e-tro 1666. War ziskouez emañ e Kunsthistorisches Museum Vienna. Prenet e voe gant gouarnamant Aostria e 1946. Livadur brasañ Vermeer eo.[1] En daolenn e weler ul livour o livañ ur patrom (ur plac'h) en e stal-labour. Ur prenestr a zo (ne weler ket anezhañ, met gwelout a reer efed ar gouloù er stal-labour), hag ur gartenn eus an Izelvroioù a zo ouzh ar voger.

Elfennoù[kemmañ]

N'eus nemet div dudenn en daolenn : ar patrom hag a livour. Soñjal a reer ez eo Vermeer a zo o labourat, met ne c'haller ket bezañ sur peogwir ne weler nemet kein an arzour. Elfennoù zo a zo dic'hortoz : ar c'hantolor alaouret hag al leur marmor a zo elfennoù a veze kavet e ti an dud pinvidik, ha ket e stalioù-labour arzourien. Ur gartenn eus ar 17 Proviñs Unanet a zo ouzh ar voger. Gwelout a reer ivez skeudennoù eus kêrioù pouezusañ an Izelvroioù. Embannet e voe gant Claes Jansz Visscher e 1636. Div gador a zo. Kalz kadorioù a weler en oberennoù Vermeer. Hervez arzistorourien zo e c'hallfent bezañ bet lakaet da ziskouez e fazi un den bennak.

Arouezioù hag alegorienn[kemmañ]

Klio ha hi muzenn an Istor, eo a zo dodenn bennañ an daolenn. Gwiskañ a ra ur gurunenn lore, hag e talc'h un trompilh (un arouez eus ar brud) en he dorn. En he dorn all e weler ul levr gant Thoukydides, hag a glot gant ar pezh a lenner en Iconologia, ul levr a-zivout an arouezioù hag ar personeladurioù, bet skrivet er 16vet kantved gant Cesare Ripa.

An erer daoubennek, hag a oa arouez ar re Habsbourg hag a zo a-us d'ar c'hantolor, a c'hallfe bezañ un arouez eus ar feiz kristen. Katolik e oa Vermeer, ar pezh a oa rouez en ur vro brotestant. N'eus goulaouenn-gaor ebet er c'hantolor, marteze da aroueziñ lamedigezh ar feiz katolik. Er gartenn a zo ouzh ar voger e weler ur rog a zisrann an Izelvroioù etre norzh ha su (ar c'hornôg a zo e penn uhelañ ar gartenn, evel ma veze da gustum d'ar mare-se). Ar rog a zo una arouez eus an disrann etre ar Republik nederlandat en norzh, hag ar su hag a oa dindan beli ar re Habsburg. E kartenn Claes Jansz Visscher (Nicolaum Piscatorem) e weler an disparti etre Unvaniezh Utrecht en norzh, hag an trevadennoù er su.[2]

Salvador Dalí a implijas Alegorienn al liverezh en e daolenn Tasmant Vermeer a Delft hag a c'hall bezañ implijet da daol (1934).

Istor[kemmañ]

Soñjal a reer e plije kalz an daolenn da Vermeer : biskoazh ne werzhas anezhi, zoken pa oa diaes an traoù evitañ a-fet argant. E 1676 e roas Catharina, ha hi gwreg Vermeer, an daolenn d' he mamm Maria Thins, a-benn bezañ sur ne vefe ket gwerzhet a-benn resteurel kredourien.[3] Anton van Leeuwenhoek, hag eñ sevenr testamant Vermeer, a embannas e oa bet roet da vamm-gaer Vermeer en un doare direizh.

Ne ouezer ket piv a voe perc'henn war an daolenn en 18vet kantved. Prenet e voe gant ar fizikour izelvroat Gerard van Swieten. Goude-se e voe roet d'e vab Gottfried van Swieten, ha goude-se da hêred Gottfried.[4] E 1813 e voe prenet da 50 florin gant ar c'hont aostrian ha bohemian Czernin.[5] Betek 1860 e soñjas d'an dud e oa bet livet gant Pieter de Hooch; peogwir ne voe ket brudet-treVermeer a-raok dibenn an 19vet kantved. Ouzhpennet e voe zoken sinadur de Hooch en daolenn. Thoré-Bürger hag an arzistorour alaman Gustav Friedrich Waagen a lakaas an daolenn da vezañ roet da vat da Vermeer. Lakaet e voe neuze war ziskouez e Mirdi Czernin e Vienna. Andrew W. Mellon ha tud all a glaskas prenañ an daolenn.[6]

An nazied hag an daolenn[kemmañ]

Goude aloubidigezh Aostria gant an arme nazi e klaskas meur a benn-bras nazi, ar Reichsmarschall Hermann Göring en o zouez, prenañ an daolenn. A-benn ar fin ez eo Adolf Hitler hag a brenas anezhi digant ar c'hont Jaromir Czernin, evit 1,65 milion a Reichsmarkoù d'an 20 a viz Du 1940 [7]. E 1945 e voe kavet an daolenn en ur vengleuz ma oa bet kuzhet gant oberennoù arzel all da ziwall na vije distrujet gant ar bombezadegoù. Roet e voe an daolenn da c'houarnamant Aostria gant an Amerikaned e 1946.

Notennoù[kemmañ]


Liamm diavaez[kemmañ]