Alc'hwez USB

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un alc'hwez USB 8 Go

Un drobarzhell kadaviñ helam eo an alc'hwez USB hag a c'heller lugañ ouzh porzh USB un urzhiataer. E-barzh ur glozenn, plastik peurliesañ, e vez marc'het da genderc'hañ an alc'hwez USB un amredad memor flash hag ur c'hennasker USB.

En araez da gadaviñ roadennoù betek lies GigaOkted ez eus tu ouzhpenn da virout ar roadennoù en alc'hwez USB pa vez lazhet ar porzherezh da lavaret eo pa vez diluget an alc'hwez.

Hebleustr eo an alc'hwez USB evit ar re en devez da zezougen teulioù ha roadennoù alies ha d'ober gante gant meur a urzhiataer.

Ouzhpenn-se, bremañ, e c'heller loc'hañ un urzhiataer rag-eeun adalek an alc'hwez USB, ennañ ur reizhiad korvoiñ, gant pennwalioù zo.

Aroueziadurioù an alc'hwez USB[kemmañ]

  • Ar barr : Cheñch a ra buan-tre, bremañ e kaver aes alc'hwezioù a c'haller kadaviñ 2 Go, 4 Go, 8 Go pe 16 Go en enne. N'eus ket ken pell zo ne c'helljed kadaviñ nemet 128 Mo (Mega okted), 256 Mo, 512 Mo pe 1024 Mo (1 Go),
  • Feur treuzkas : Tizh treuzkas ar roadennoù eo. Ar feur treuzkas dre skrivañ a vez gorrekoc'h eget an hini dre lenn pa vez gorrekoc'h an argerzh skrivañ en ur vemor flash. Ar feur treuzkas a zo hervez ar vemor flash arveret ha hervez handelv ar reolad USB a c'hell an alc'hwez ober gantañ. Da skouer, evit ur reolad USB 2.0 e c'hell feur treuzkas an alc'hwez mont betek 480 Mbde (Mega bit dre eilenn).
  • arc'hwelioù enrinegañ : Arc'hwelioù enrinegañ ar roadennoù pe ul lodenn anezhe evit kreñvaat o dangel a vez pourchaset gant an alc'hwezioù USB.
  • Gwareziñ diouzh ar skrivañ : En alc'hwezioù USB zo e vez kinniget un doare (un trec'haoler dister peurliesañ) da herzel ouzh ar skrivañ evit ma vije gwarezet ar roadennoù diouzh un teuziñ dic'hoantet pe un daskemmañ.
  • Arc'hwelioù liesvedia : Pa vez kevannet gant an alc'houez USB ul lugell tokarn-sten evit lenn restroù e mentrezh MP3 anezhe e vez graet lenner MP3 eus un hevelep alc'hwez.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.