Albert Jurgenson

Eus Wikipedia

Albert Jurgenson, bet ganet e 1929 hag aet da Anaon e Pariz d'an 12 a viz Mezheven 2002, a oa ur saver senarioioù ha frammer gall.

Dibabet e voe da frammer titlet gant meur a filmaozour brudet, Yves Boisset, Robert Dhéry, Claude Miller, Jeanne Moreau, Gérard Oury hag Alain Resnais en o zouez.

Kemeret en devoa perzh en un nebeud filmoù hag a reas kalz berzh er sinema gall evel Le Corniaud (1965), La Grande Vadrouille (1966), Le Cerveau (1969), La Folie des grandeurs (1971), Les Aventures de Rabbi Jacob (1973), La Septième Compagnie au clair de lune (1977), Garde à vue (1981) da skouer.

En desped d'ur vicher hir ha pinvidik, adalek 1956 betek 1995, ne dapas nemet daou c'hopr : hini ar gwellañ frammañ da-geñver lid ar Césars e 1978 evit Providence hag e 1982 evit Garde à vue. War ar renk e 1981 evit Le Coup du parapluie hag e 1994 evit Smoking/No Smoking, ne voe ket loreet koulskoude.

E filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

evel frammer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

evel saver senario[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1967 : Le Petit Baigneur gant Robert Dhéry,
  • 1974 : Vos gueules, les mouettes ! gant Robert Dhéry.