Alaw
Ar stêr Alaw (Afon Alaw e kembraeg) zo ur stêr en hanternoz Enez Mon, an enezenn vras zo en hanternoz Bro-Gembre.
Eieniñ a ra ar stêr Alaw e Llanerchymedd, e-kreiz an enezenn, hag alese e red betek Llyn Alaw, al lenn zo bet graet dre sevel kleuzioù dreist ar stêr, hag a zo maget gant gwazhioù arall ouzhpenn. Pa deu e-maez al lenn e tremen dre Llanbabo ha Llanfachreth, hag eno e kej gant ar stêr Alaw Fach. Aberiñ a ra e Penrhos, er reter da Gaergybi. Ur 15 km hed zo dezhi, enur gontañ he zreuz dre Llyn Alaw
Er Mabinogi [kemmañ]
Kaoz zo eus an Afon Alaw en eil skourr ar Mabinogi, Branwen ferch Llŷr, ma teu Branwen di, ha hi o vervel gant ar ranngalon o welout pegement a vrezelourien eus Ynys y Cedeyrn (Enez ar Gedern, da lavarout eo Enez Vreizh) hag eus Iwerzhon, a zo bet lazhet abalamour dezhi. Beziet eo neuze war lez ar stêr Alaw. E Llanddeusant, war lez ar stêr, emañ ar garn anavet evel Bedd Branwen.
Bag [kemmañ]
Ur vag dre lien zo anvet Afon Alaw, c'hoar eo d'ar vag all Afon Cefni, anvet o-div diwar stêrioù Mon.
