Alan IX Roc'han

Eus Wikipedia

Alan IX Roc'han (war-dro 1382-20/03/1462 e Kez), a oa un denjentil breizhat, mab da Alan VIII Roc'han, beskont Roc'han adal 1429 betek e varv en 1462, beskont Leon, baron Pontkastell-Keren, aotrou Noyon-sur-Andelle, Pont-Saint-Pierre, Radepont ha La Garnache.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alan IX Roc'han a ziorroas labour an houarn nepell diouzh kastell Pondivi, e govelioù ar Salioù. E Josilin e reas Alan IX sevel ur c'hastell, ur pezh savadur 70 metr hed, a-us ar stêr Oud, savet e giz an Aziginivelezh vreizhat.

Dimezet e oa da Varc'harid Moñforzh (1392-1428), merc'h d'an dug Yann IV.