Alamaneg an Huterited

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh c'hermanek eus skourr an Yezhoù aostriek-bavarek eo alamaneg an Huterited (Hutterisch) komzet hiziv gant an Huterited e Kanada hag ar Stadoù Unanet.

Gwechall e veze graet 'tiroleeg ouzh ar yezh-mañ, met n'eo ket reizh an anv-se.

Diorroet e oa bet alamaneg an Huterited war diazez an alamaneg komzet e Karintia (Aostria) e-kreiz ar XVIIIvet kantved. Tost a-walc'h eo da alamaneg Pennsylvania.

Desket e vez an alamaneg da yezh kentañ gant ar vugale savet er c'huminiezhioù Huterited ha war-lerc'h e vez desket ar saozneg gante.

Ur yezh dre gomz eo alamaneg an Huterited dreist-holl met pa vez graet gantañ dre skriv e vez implijet an doare-skrivañ implijet gwechall evit an alamaneg a-raok ar skritur unvan lakaet e pleustr gant Martin Luther. Er skolioù neoazh ez eo skritur Martin Luther an hini a vez desket gant ar vugale daoust ha me vez graet skol dezhe e soazneg dreist-holl.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]