Aljer

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

(Adkaset eus Al Jaza'ir)
Mont da : merdeiñ, klask

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Kêr-benn Aljeria eo Aljer, (arabeg: الجزائر al-Jazāʼir), lesanvet « Al Bahdja » (« Al Lufrus ») pe « ar gêr wenn », houmañ kêr vrasañ ar vro ha 3 milion annezad en he dolpad-kêrioù, da lavaret eo 10% eus poblañs Aljeria. Ur porzh bras eo, unan eus ar re bouezusañ war aodoù ar Mor Kreizdouarel.

Bae Aljer
Bae Aljer
Skeudenn:La grande poste2.jpg
Ti-Post bras Aljer

Taolenn

[kemmañ] Orin an anv

Peurvuiañ e vez komprenet an anv diwar ar ger arabek Jazira (unander) ha Jaza'ir (liester), da lavaret eo "An Enezeier" pa 'z eus un nebeut enezennoù tal ar porzh enklozet er chaoser hiziv. Koulskoude eo bet kinniget anv berberek un dierniezh, ar Ziridi (sell ouzh istor ar gêr), pa dalvez tiziri loargann e berbereg.

[kemmañ] Douaroniezh

Skoed-ardamez Aljer
Skoed-ardamez Aljer

War dinaou menezioù Sahel al Jaza'ir emañ ar gêr en deus astennet he zakad war 230 km² betek 30 km eus an aod. War dinaou unan eus ar menezioù eo kluchet ar C'hasbah (Kasbah), kartier koshañ ar gêr.

C'hwec'h dor kozh a vez tro-dro d'ar gêr (bab = dor): Bab El-Oued, Bab Azzoun, Bab Dzira, Bab El Bhar, Bab Jedid ha Bab Sidi Abd Rahmane.

[kemmañ] Istor

[kemmañ] Henamzer

Seblantout a ra Aljer bezañ bet diazezet gant ar Fenikianed er IVre kantved kent Jezuz-Krist p'eo bet kavet listri kampiniat e foñs ur puñs e 1940.

[kemmañ] Krennamzer

[kemmañ] Gevellerezh

Gevellet eo Aljer gant meur a gerioù tro ar bed: