Al-Ghazali
Eus Wikipedia
Abū Ḥāmid Muḥammad ibn Muḥammad al-Ghazālī (1058-1111) (ابو حامد محمد ابن محمد الغزالی e perseg), anvet ivez Algazel e kornôg Europa, a voe ganet ha marvet e Tus, e Persia. Bez' e oa un doueoniour muzulmat, ur gwiraour, ur prederour, ur steredoniour, hag ur c'hevrinour. Unan eus brasañ lenneien ar bed muzulmat eo.
Sellout a reer outañ evel unan eus ar re gentañ a bledas gant an amgredoni hag an amzivin. Gant e skridoù e tegasas kemm d'ar brederouriezh vuzulmat, a oa levezonet gant prederouriezh Henc'hres araozañ.
Al-Ghazali a seller outañ a-wechoù, e broioù ar reter kement hag e broioù ar c'hornôg, evel ar muzulmad pouezusañ goude ar profed Mohammed.