Akademio de Esperanto

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Akademio de Esperanto (Akademiezh an esperanteg) a zo un aozadur yezhel a zo he fal derc'hel ha mirout pennreolennoù diazez an esperanteg ha kontrollañ e emdroadur.

Istor[kemmañ]

Savet e voe an Akademio de Esperanto e 1905 e-kerzh kentañ Kendalc'h Hollvedel an Esperanteg (Universala Kongreso de Esperanto) diwar kinnig Zamenhof evit kuzuliañ a-gevret gantañ diwar-benn kement goulenn a denn d'ar yezh. Lingva Komitado (Komite Yezhel) a voe graet anezhañ d'ar c'houlz-se ha dilennet e voe 102 ezel eus 28 bro, ha Zamenhof da brezidant anezhañ. Gant ar rektor Boirac e voe renet.

Da geñver an eil Kendalc'h Meur e 1906 e c'houlennas Zamenhof e chomfe al Lingva Komitado evel ma oa e-giz komite da viken, pa oa bet dilennet evit ur bloaz hepken da c'hortoz.

E 1908, dre ma oa didalvez kaout un niver ken bras a izili el Lingva Komitado e kinnigas e brezidant disrannañ anezhañ ha krouiñ ur guzuliadeg veur hollbad ennañ, pe un akademiezh.

E 1948, da geñver un adaozañ, e voe kendeuzet ar C'homite hag e Akademiezh e-barzh un aozadur hepken, Akademio de Esperanto e anv.

Izili[kemmañ]

  • 45 ezel a zo en akademiezh-se, setu amañ a roll anezho e miz Meurzh 2006 :
  1. Ao. Dao Anh Kha
  2. It. Perla Ari-Martinelli
  3. Dr. Aŝvini Kumar
  4. Ao. Marc Bavant
  5. Ao. Gersi Alfredo Bays
  6. Ao. Benczik Vilmos
  7. Ao. Gerrit Berveling
  8. Dr. Werner Bormann
  9. Dr. Marjorie Boulton
  10. Ao. André Cherpillod
  11. Dr. Renato Corsetti
  12. Kel. Probal Das Gupta
  13. Ao. Edwin de Kock
  14. Ao. Michel Duc Goninaz
  15. Ao. Gbeglo Koffi
  16. Ao. Miguel Gutiérrez Adúriz
  17. Ao. Ottó Haszpra
  18. Kel. Christer Kiselman
  19. Dr. Boris Kolker
  20. Dr. Koutny Ilona
  21. Kel. Erich-Dieter Krause
  22. Kel. Sergej Kuznecov
  23. Kel. Jouko Lindstedt
  24. Ao. Li Shijun
  25. Dr. François Lo Jacomo
  26. It. Anna Lowenstein
  27. Dr. Carmel Mallia
  28. Kel. Geraldo Mattos
  29. Ao. Stefan Maul
  30. Kel. Carlo Minnaja
  31. Ao. Brian Moon
  32. Ao. Andrzej Pettyn
  33. Ao. Sergej B. Pokrovskij
  34. Ao. Otto Prytz
  35. Ao. Baldur Ragnarsson
  36. Ao. Flavio Rebelo
  37. Ao. Francisko Simonnet
  38. Ao. Trevor Steele
  39. It. Spomenka Štimec
  40. Dr. Humphrey Tonkin
  41. Kel. Amri Wandel
  42. Dr. John C. Wells
  43. Ao. Bertilo Wennergren
  44. Ao. Xie Yuming
  45. Ao. Yamasaki Seikô
  • Poellgor :
    • Prezidant : Geraldo Mattos
    • Sekretour : Renato Corsetti
    • Bezprezidant : Probal Das Gupta
    • Bezprezidant : Brian Moon

Liammoù diavaez[kemmañ]